Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Petra eo ar blog-se ?

Pendant longtemps ce blog a été le blog du comité du Trégor-Goelo de la Gauche Indépendantiste Bretonne.La Gauche Indépendantiste Bretonne est en restructuration.Elle se dotera sans doute de nouveaux moyens de communication. Les anciens textes seront laissés comme archives. Ce blog devient celui de son seul animateur, par ailleurs militant de la gauche indépendantiste.Rennes le 20 octobre 2009.





E-pad pell eo bet ar blog-se hini komite Emgann bro dreger-goeloù.Emañ an tu-kleiz evit Breizh Dizalc'h oc'h en em adframmañ.Moarvat en do ar strollad nevez e doareoù kehentiñ.An testennoù kozh a chomo evel dielloù . Dont a ra ar blog mañ da vezañ adalek hiziv hini e vuhezour a chom feal da vreizh dieub ha sokialour.. Roazhon, d'an 20 a viz Here 2009.

Texte Libre

 

 

 

19 juin 2005 7 19 /06 /juin /2005 00:00

                              

 

        
 

 

 

 

 

D’ar sadorn 18 a viz even e oa aet izili A-Stroll da skignañ traktoù e kastell ar Roc’h Ugu  evit goulenn e vefe muioc’h a sikour evit ar Brezhoneg digant kuzul-meur Aodoù an Arvor.

Tro mil trakt zo bet skignet, ha degemeret mat gant an dud. Claudy leBreton prezidant an departamant en deus lavaret da stourmerien ha stourmerezed A-Stroll e pellgomzfe dezhe a-benn studial o c’houlennoù.Hennezh eo an hini en devoa goulennet digant an tier kêr eus an departamant da lakaat Saozneg en o c’hannadigoù, pa n’eus tamm plas ebet evit ar Brezhoeg e hini an departamant ! Christian Leprovost atebek war ar sevenadur er c’huzul-meur e deus graet kement all. Kement mañ o deus embannet dirak ar gelaouennerien niverus deuet  d’ar Roc’h Ugu evit digoradur hañvez sevenadurel ar c’huzul departamant. Renerien ar c’hastell o deus embannet int ivez e oant kontant da lakaat brezhoneg war wel war al lec’h.

 

Ma seblant laouen izili A-stroll e lavaront e vo ret  heuliañ tout se a dost evit ma vefe lakaet e pleustr an holl bromesaoù  kaer se.

 

Sed aze da heul trakt A-Stroll :

 

 

 

„N’omp ket chas ! Brezhoneg yezh ofisiel !

 

 

 

Etre ar chas hag an dud , ar yezh  an hini eo a ra an diforc’h. Eus ur vro d’eben e harz ar chas er memes mod. Pep pobl avat he deus he sevenadur hag he yezh. Ken pouezus eo spered an den hag e gorf ha ken gwazh eo lazhañ e yezh hag e gorf.

 

 

 

Nac’het e vez hon gwirioù gant mellad 2 ar vonreizh c’hall a zo un torfed ofisiel a-enep gwirioù mab-den.

 

 

 

Goude un hir a stourm hor boa lakaet departamant Aodoù an Arvor da ginnig panelloù brezhonek war vord an hentoù. Hag abaoe...da grediñ  zo eo deuet politikerezh yezh an departamant da vezañ nemet gortoz ambrougiñ ar c’harr-kañv.

 

 

 

Goulenn groñs a reomp digant ar c’huzul-departamant :

 

 

-Ma vo ar brezhoneg par d’ar galleg e kement tra skrivet er Roc’h Ugu pe da vrudañ a arvestoù a vo kinniget eno.

 

 

-Ma vo degemeret ar Brezhoneg e kannadig ar c’huzul departamant « Côtes d’Armor ».

 

 

-Ma vo bruderezh e Brezhoneg e kement darvoud skoazellet gant ar c’huzul-departamant.

 

 

-Ma vo degemeret ar Brezhoneg e melestradurezh ar c’huzul departamant.

 

 

-Ma vo savet ul luskad foran e kenver ar brezhonegerezed hag ar vrezhonegerien evit ma vo lorc’h enne oc’h ober gant ar yezh koulz er vuhez bemdez evel er vuhez foran. »

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Partager cet article
Repost0

commentaires