Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

Petra eo ar blog-se ?

Pendant longtemps ce blog a été le blog du comité du Trégor-Goelo de la Gauche Indépendantiste Bretonne.La Gauche Indépendantiste Bretonne est en restructuration.Elle se dotera sans doute de nouveaux moyens de communication. Les anciens textes seront laissés comme archives. Ce blog devient celui de son seul animateur, par ailleurs militant de la gauche indépendantiste.Rennes le 20 octobre 2009.





E-pad pell eo bet ar blog-se hini komite Emgann bro dreger-goeloù.Emañ an tu-kleiz evit Breizh Dizalc'h oc'h en em adframmañ.Moarvat en do ar strollad nevez e doareoù kehentiñ.An testennoù kozh a chomo evel dielloù . Dont a ra ar blog mañ da vezañ adalek hiziv hini e vuhezour a chom feal da vreizh dieub ha sokialour.. Roazhon, d'an 20 a viz Here 2009.

Texte Libre

 

 

 

20 août 2013 2 20 /08 /août /2013 21:42
Tonkad un ton !

"Tonkad un ton" sed aze titl ar rummad abadennigoù am boa enrollet e-pad meur a viz gant Lou Millour (renerez radio Kerne). Ar pal 'oa seveniñ abadennoù skingomz skañv war un dro , aes da glevet ...en ur silhañ un dornadig preder, ur gentelig istor...

Goude bezañ dibabet un ton ( unan a blij din , anat deoc'h !! ) e tisplegomp gant piv e oa bet kompozet pe enrollet, peseurt endro sokial a oa tro dro dezhañ, penaos ha gant piv e oa bet adtapet, distummet...dihentet war an dachenn ideologel...

Ar gaoz hon eus lakaet betek bremañ war "The fields of athenry", "kan etrebroadel al labourerien", "Gwerz marv Jorj jakson","Lili Marlen", The Boy's are back in town"."Grandola Villa Morena"..ur 15 bennak etre tout...

Lod e saozneg, arabeg, Yideg (Yiddish), brezhoneg, portugaleg, italianeg...

Ur c'hillsell a c'heller ober evel se war an darempredoù dic'hortoz etre ar sonerezh hag ar vuhez sokial, an arz hag ar bolitikerezh.

Sirius, ha fentus e oa an aergelc'h el loch enrollañ, emichañs ho po kement a blijadur o selaou an abadennoù a c'heller pellgargañ pe adselaou...

Kredabl 'vo re all...Evit diskouez en ur mod uvel e c'heller komz eus un toullad traoù e e brezhoneg ma vije war dachenn ar rock'n roll pe hini ar re a faot dezhe lakaat rod an istor da dreiñ deus un tu pe un all...

Evit klozañ...a-raok mont da evañ ur chopinad...Piv 'nije soñjet e vije bet ken dic'hortoz tonkad "Son ar chistr" ?

Son ar chistr gant Vermaledeyt

Partager cet article

Repost 0

commentaires

Articles Récents