Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

Petra eo ar blog-se ?

Pendant longtemps ce blog a été le blog du comité du Trégor-Goelo de la Gauche Indépendantiste Bretonne.La Gauche Indépendantiste Bretonne est en restructuration.Elle se dotera sans doute de nouveaux moyens de communication. Les anciens textes seront laissés comme archives. Ce blog devient celui de son seul animateur, par ailleurs militant de la gauche indépendantiste.Rennes le 20 octobre 2009.





E-pad pell eo bet ar blog-se hini komite Emgann bro dreger-goeloù.Emañ an tu-kleiz evit Breizh Dizalc'h oc'h en em adframmañ.Moarvat en do ar strollad nevez e doareoù kehentiñ.An testennoù kozh a chomo evel dielloù . Dont a ra ar blog mañ da vezañ adalek hiziv hini e vuhezour a chom feal da vreizh dieub ha sokialour.. Roazhon, d'an 20 a viz Here 2009.

Texte Libre

 

 

 

30 janvier 2011 7 30 /01 /janvier /2011 12:30

 

 

A-bep seurt filmoù a vez lakaet en ur mod reoliekoc'h en linenn gant Gwagenn.Tv a-drugarez da labour efedus Arno Vannier, paotr e gamera, frammour, kelaouenner ha kamarad bras din.Sed aze unan eus e filmoù diwezhañ lod all a gaver war lec'hienn GWAGENN TV.

 

Ha bremañ un toullad linennoù evit reiñ c'hoant deoc'h mont da welet an  hevelep diskouezadeg er maezioù-frank

 

Roazhon o kanañ :



Sed aze anv un diskouezadeg kenaozet gant Mirdi Breizh ha  Dastum. En ur bourmen en un dek sal bennak e c’heller  gwelet penaos eo bet kontet kêr Roazhon a-hed ar c’hantvedoù, dre ar c’hanaouennoù.

Kanaouennoù prizoniadezed, kanaouennoù gisti, reoù micherourien pe paotred an tan da skouer, a gont buhez pemdez Roazhoniz. Kanaouennoù leun a levenez pe a dristidigezh a c’heller klevet en ur ober tro an diskouezadeg. Klevet a c’heller ivez un nebeud gwerzioù e brezhoneg dre ma veze barnet brezhonegerien unyezhek e lez-varn Roazhon, harpet gant ur jubennour.
Meneg a reer eno eus planedenn tud vrudet evel ar vuntrerez Hélène Jegado, eus tud dianav deomp pe eus darvoudoù stroll kozh ha skrijus evel tan-gwall bras Roazhon e 1720.
Taolennoù, filmoù ha skeudennoù liesseurt a ya da glokaat ar sonennoù niverus.
Ar bloavezhioù diwezhañ n’int ket bet disoñjet kennebeut. Tro ho po da glevet pe adklevet kanaouenn suporterien Roazhon, "Galettes saucisses !", pe da adwelet skeudennoù eus an Trans'Musicales.
Evit mont pelloc’h ganti e fell da Veurgêr Roazhon, Mirdi Breizh asambles gant Dastum, ArMen ha Ouest-France, aozañ ur genskrivadeg tonioù diwar-benn Roazhon. Digor eo d’an holl !
An diskouezadeg a c’heller gwelet betek an 13 a viz Meurzh 2011.

G.R.

Evit gouzout hiroc’h :link

Ur CD embannet gant Dastum a c’heller prenañ ivez : Rennes en chansons.Skignet gant Coop Breizh. (20€an tamm)

Partager cet article

Repost 0

commentaires

Articles Récents