Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

Petra eo ar blog-se ?

Pendant longtemps ce blog a été le blog du comité du Trégor-Goelo de la Gauche Indépendantiste Bretonne.La Gauche Indépendantiste Bretonne est en restructuration.Elle se dotera sans doute de nouveaux moyens de communication. Les anciens textes seront laissés comme archives. Ce blog devient celui de son seul animateur, par ailleurs militant de la gauche indépendantiste.Rennes le 20 octobre 2009.





E-pad pell eo bet ar blog-se hini komite Emgann bro dreger-goeloù.Emañ an tu-kleiz evit Breizh Dizalc'h oc'h en em adframmañ.Moarvat en do ar strollad nevez e doareoù kehentiñ.An testennoù kozh a chomo evel dielloù . Dont a ra ar blog mañ da vezañ adalek hiziv hini e vuhezour a chom feal da vreizh dieub ha sokialour.. Roazhon, d'an 20 a viz Here 2009.

Texte Libre

 

 

 

7 octobre 2012 7 07 /10 /octobre /2012 19:58

Asturies sokialour...

 

 

 

ochobre34

 


Moarvat ho peus dalc'het soñj eus an emgannioù taer a oa bet n'eus ket pell zo etre mengleuzerien Asturies  hag ar Guardia Civil goude ma vije bet dibabet gant ar gouarnamant kreiz er stad spagn lakaat da serriñ mengleuzioù glaou en Aragon hag Asturies.
Ken rust e oa bet ar jeu m'o doa goulennet archerien bro spagn ur c'hresk gopr kar e oa divoutin mat doare ober an emsavidi , boaz ma oant eus torgennoù ha menezioù o bro ha boaz da implij fuzeennoù ha danvez tarzh.
Serriñ ar mengleuzioù zo un dibab evit arboellañ arc 'hant , re goustus e vije tennañ glaou diwar an douar bremañ e kornog Europa , un tammig evel ma oa bet  da vare stourmoù micherourien reter ar c'hwec'hkorn e dibenn ar bloavezhioù 70, e bro Loren.

 

 

 


 

 

 

 

M'en dare a belec'h e teu un hengoun stourm ken rust ha taer…Ha dre zegouezh em eus desket e klote deiziad ar 5 a viz Here gant deiz-ha-bloaz republik Asturies.

Ur republik en Asturies ? Petra an diaoul eo an afer se ?

  An eil republik er stad-spagn a grogas e 1931 da heul  diktatouriezh Primo de Rivera ha e dibenn rennad Alfoñs 13 ha goude dilennadegoù kêr ha da heul votategou evit dilenn ur vodadenn vonreizhañ. Bez e rankas ar republikaned  klouar klask diskoulmañ  kudennoù ar broadoù , setu ma voe bet roet ur statud a emrenerezh da gKatalounia ha Euskadi da skouer etre 1931 ha 1936 . E penn kentañ ar republik avat ne oa ket a liv sokialour warnañ e mod ebet , rannet ma voe etre an tu kleiz (Radikaled , sokialourien, emrenourien eus Galiza pe Katalounia …)  hag ar virourien o doa c'hoant difenn interestoù ar renkadoù uhelañ (bourc'hizelezh uhel ha tud an noblañs) dirak c'hoantoù brasoc'h brasañ ar vicherourien hag ar beizanted da gaout ur gwir republik sokialour.

Kreñv meurbet e voe levezon an anarkourien er stad, pa groge ar PCE da vont war-raok, hep ankouaat kevezerezh elfennoù an tu-kleiz az eas d'ober ar POUM e 1935.

Ul lodenn eus galloud ar stad ; dreist-holl an arme a oa dindan levezon ar re  chomet leal d'ar roue, d'ar mennozhioù faskour  ha d'an urzh kozh, ar re a vo goude e penn d'an emsavadeg  renet gant Franco enep ar republik.


Evit mont buanoc'h ha rediañ ar republik da vont pelloc'h war an dachenn sokial e savas un iskis a unvaniezh etre anarkourien ar CNT/FAI ha sokialourien ar PSOE …


Soñjet o doa ober ur seurt taol-stad digreizennet, en ur aozañ emsavadegoù lec'hel e miz Here 1934.


N'eus nemet e Asturies e reas berzh a-drugarez da nerzh hag urzh ar vengleuzerien.

D'ar 5 a viz Here 1934 deus ar beure e Oviedo/Uvieù e voe bet embannet Republik Sokialour Micherourien ha Peizanted Asturies hag anvet ur gouarnamant ha savet un arme ruz gant miliadoù a soudarded.

E kornioù all a stad e voe startoc'h ar jeu evit an emsavidi dreist-holl peogwir ne oa ket bet embarzhet anarkourien ar CNT en emglev en diavaez da Asturies.
Dilaosket gant Madrid, abandaonet gant an holl e kouezhas  republik sokialour an Asturianiz goude 15teiz etre daouarn soudarded ar stad dindan urzhioù Juan Yagüe Blanco ("kiger Badajoz") a voe feal da Franco. Un taol arnaodiñ e oa bet evit ar faskourien dont da Asturies ha distruj an arme ruz.

 

 

revolucion-asturias.jpg

 

 

 

Ar re na voent ket bet lazhet (3000 den)  gante a voe bet bac'het betek 1936, 30 000 den etretout ,  pa voe bet tapet ar muiañ niver a vouezhioù gant an tu-kleiz unvan , ha dibabet evel-just da reiñ un distaoliadeg d'ar brizonidi.

 


logo.png

 

 



Hiziv an deiz

Hiziv an deiz ez eo sur a-walc'h tud Andecha Astur , aozadur ar re yaouank Darreu ha Strollad Komunour Asturies a-gevred gant Sindikad an tu-kleiz ( CSI) a zoug un tamm eus hêrezh politikel republik Asturies.

E mizioù Even, Gouere, Eost 2012 mengleuzerien Asturies ( evel darn en Aragon hag e Kastilha) o doa dalc'het penn e-pad 67 devezh a harz-labour hag a stourmoù liesseurt.

N'int ket bet trec'h  na da cheñch penn d'ar vazh goude dibab Madrid da lakaat da serriñ ar mengleuzioù glaou.

 

Abalamour d'an diouer a arc'hant na vije gwenneg ebet evit sikour ar mengleuzioù evit aozañ un tremen ekologour, padal e vez arc'hant publik evit sikour..ar bankoù.

 


523158_4295124949601_177263804_n.jpg

 

 

D'ar 5 a viz Here nebell eus Oviedo/Uvieù e oa bet stanket un hent-tizh gant mengleuzerien, tud yaouank, tud dilabour ha dispaket gitonioù e Asturianeg o c'houlenn un dazont  ha justis evit ar bobl , ha difenn an deskadurezh , ar sistem yec'hed lakaet en arvar gant politikerezh frankizour galloud Madrid. O c 'hortoz ar polis e oa bet lakaet tan war an hent ha bannet fuzeennoù.
Un doare hervez lod da lidañ deiz-ha-bloaz o republik. Un doare stourm gwalldisheñvel eus pourmenadennoù an tu-kleiz gall ha da embann n'eo ket echu stourm ar vengleuzerien.

 

 


 

 

 

 

 

 

 

556189_366396976777249_1130966373_n.jpg

 

 

 

Ouzhpenn 150 micherour eus mengleuzioù glaou Asturies a vo barnet er mizioù da zont , ur c'houlzad a gengred zo aozet gant CGT Sant-Nazer evit dastum arc'hant evel ma veze graet gwezhall gant ar skoazell ruz, adkomzet e vo deus se diwezhatoc'h. 

 

 

 

cartelu.jpg

Partager cet article

Repost 0

commentaires

Articles Récents