Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

Petra eo ar blog-se ?

Pendant longtemps ce blog a été le blog du comité du Trégor-Goelo de la Gauche Indépendantiste Bretonne.La Gauche Indépendantiste Bretonne est en restructuration.Elle se dotera sans doute de nouveaux moyens de communication. Les anciens textes seront laissés comme archives. Ce blog devient celui de son seul animateur, par ailleurs militant de la gauche indépendantiste.Rennes le 20 octobre 2009.





E-pad pell eo bet ar blog-se hini komite Emgann bro dreger-goeloù.Emañ an tu-kleiz evit Breizh Dizalc'h oc'h en em adframmañ.Moarvat en do ar strollad nevez e doareoù kehentiñ.An testennoù kozh a chomo evel dielloù . Dont a ra ar blog mañ da vezañ adalek hiziv hini e vuhezour a chom feal da vreizh dieub ha sokialour.. Roazhon, d'an 20 a viz Here 2009.

Texte Libre

 

 

 

26 juin 2012 2 26 /06 /juin /2012 11:38

Evit  35 den  

·1,5 kg sivi

·1 kg sukr

·1 litrad lagoutte peotramant 1 litrad lambig peotramant ul litrad hini kreñv

· 6 litrad gwin gwenn a vro Naoned (e Breizh !) Muskadig pe gropet a vo gleet deoc’h implij

·20 cl dienn kastrilhez

 

222977 fr godinette


 

Sed aze rekipe OFISIEL ar godinette :

Gwalc’hit ar sivi, lakait anezho e foñs ur saladennaouer vras, berniit sukr ,dav eo mont dousig gant ar sukr da gentañ penn…... Da heul lakait da gouezhañ goustad an odivi ha da c’houde gwin gwenn kreisteiz hor bro santel . Gant sikour ur pezh loa goad e vo gleet deoc’h meskañ pep tra en ur mod tener ha karantezus , taolit pled ma vo teuzet mat ar sukr.


Laaskit an evaj burzhudus da ziskuizhañ e-pad 24 eurvezh bennak. An deiz war-lerc’h, grit un tañvaig d’ar boeson hud, hag ouzhpennit ma vez gleet pe sukr pe lambig.

Evit livañ ar godinette lakait an dienn kastrilhez war bern, koulz lâret just a-raok servij.

Diwallit !  Arabat eo ankouaat e yelo war greñvaat ar blaz sukr dre soubañ.

Dleout a ra bezañ evet fresk, arabat e vije “on the rocks” memes tra !


Taolit pled ouzh an eil efedoù arvarus : ma kav deoc’h a-greiz holl oc’h ouzhpenn speredek , seksi abominabl, gouest da seniñ akordeons pe da ganañ “Joli Koukou” evit ar pevare gwezh:  gwelloc’h e vo chom hep mont pelloc’h ganti.

 

 

Partager cet article

Repost 0

commentaires

Articles Récents