Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

Petra eo ar blog-se ?

Pendant longtemps ce blog a été le blog du comité du Trégor-Goelo de la Gauche Indépendantiste Bretonne.La Gauche Indépendantiste Bretonne est en restructuration.Elle se dotera sans doute de nouveaux moyens de communication. Les anciens textes seront laissés comme archives. Ce blog devient celui de son seul animateur, par ailleurs militant de la gauche indépendantiste.Rennes le 20 octobre 2009.





E-pad pell eo bet ar blog-se hini komite Emgann bro dreger-goeloù.Emañ an tu-kleiz evit Breizh Dizalc'h oc'h en em adframmañ.Moarvat en do ar strollad nevez e doareoù kehentiñ.An testennoù kozh a chomo evel dielloù . Dont a ra ar blog mañ da vezañ adalek hiziv hini e vuhezour a chom feal da vreizh dieub ha sokialour.. Roazhon, d'an 20 a viz Here 2009.

Texte Libre

 

 

 

26 décembre 2009 6 26 /12 /décembre /2009 19:59

Loch Lomond, lenn Lomond....Sed aze ur ganaouenn a blij din kalz. Ur ganaouenn eus bro-skos an hini eo. Kaoz zo enni eus ur prizoniad a skriv ul lizher d'e vuian-karet, en noz kent bezan lazhet peogwir en doa kredet sevel kontrol da c'halloud Londrez.Moarvat e oa bet skrivet en 19vet kantved met den ne oar gant piv, menneg a ra eus darvoudoù degouezhet ur c'hantved a-raok. Treuzkaset eo bet  a rummad da rummad betek ennomp. Kanet e oa bet a-hed an 20vet kantved gant kanerien ledan o brud e bro-Skos kentoc'h, Runrig en o zouez.
Plijout a ra kalz ar ganaouenn-se da zizalc'hourien vro-skos evel-just. Dibabet em eus adembann al liamm davet ur video tapet e 1968 pa oa deuet Ella Fitzgerald da ganan e Edinburgh.
Ur stumm jazzy ha dic'hortoz...
Setu an diskan:

Oh, ye'll tak' the high road, and I'll tak' the low road,
And I'll be in Scotland afore ye;
But me and my true love will never meet again
On the bonnie, bonnie banks o' Loch Lomond. 


Ra'vefed plijet c'hwi ivez  ha bevet republik Skos dieub !


Partager cet article

Repost 0

commentaires

Articles Récents