Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

Petra eo ar blog-se ?

Pendant longtemps ce blog a été le blog du comité du Trégor-Goelo de la Gauche Indépendantiste Bretonne.La Gauche Indépendantiste Bretonne est en restructuration.Elle se dotera sans doute de nouveaux moyens de communication. Les anciens textes seront laissés comme archives. Ce blog devient celui de son seul animateur, par ailleurs militant de la gauche indépendantiste.Rennes le 20 octobre 2009.





E-pad pell eo bet ar blog-se hini komite Emgann bro dreger-goeloù.Emañ an tu-kleiz evit Breizh Dizalc'h oc'h en em adframmañ.Moarvat en do ar strollad nevez e doareoù kehentiñ.An testennoù kozh a chomo evel dielloù . Dont a ra ar blog mañ da vezañ adalek hiziv hini e vuhezour a chom feal da vreizh dieub ha sokialour.. Roazhon, d'an 20 a viz Here 2009.

Texte Libre

 

 

 

6 juillet 2010 2 06 /07 /juillet /2010 12:14

Diaes eo dibab etre tout ar gouelioù zo e Breizh e-pad an hañv, lod zo plijet gant ar gouelioù bras, lod all n'int ket...

D'ar re a fell dezhe dispignañ o arc'hant en ur mod talvoudus en ur dapout plijadur ne c'hellan nemet aliañ mont d'ar gouel a vo dalc'het e traoñ d'ar Mene Bre a-benn digwener en Louergad.

Ouzhpenn d'ar strolladoù dispar ha d'al lec'h dibar eo ret gouzout ez eo aozet ar gouel gant familhoù Skol Diwan Plonevez-Moedeg. Ur skol Diwan oberiant tre an hini eo. Ur bern darvoudoù a vez a-hed ar bloaz gante evit arc'hantaouiñ o skol.

Ur skipailh tud a stourm kontrol d'an divroañ betek ar c'herioù bras an hini eo, ur skipail tud kar o yezh hag a laka o bro da vevañ...daoust da bep tra, kousto pe gousto...Ur skipailh kerent evel ma vez e lec'hioù all ar vro a oar kregiñ e-barzh da vat ha sevel o skol gant o daouarn da skouer....ha n'eo ket klemmichal...

Me 'faot din reiñ ma gweneien dezhe...ha n'eo ket da "Emvod meur ar gelted"...Pep hini e soñj....

 

N'eus ket ur bochad traoù da ouzhpenniñ...Brud vat zo gant ar strolladoù ha gant ar ganerien bet pedet...Evit ar re n'anavezfent ket c'hoazh, kit d'ober un tamm tro war myspace IMG ar strollad ragga mod reter Breizh link

Ez an da laoskel ac'hanoc'h d'ober ho mennozh en ur lenn ar skritell...ken digwener deus ar c'hontouer marteze !

 


 


 

img4.jpg

Partager cet article

Repost 0

commentaires

Articles Récents