Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

Petra eo ar blog-se ?

Pendant longtemps ce blog a été le blog du comité du Trégor-Goelo de la Gauche Indépendantiste Bretonne.La Gauche Indépendantiste Bretonne est en restructuration.Elle se dotera sans doute de nouveaux moyens de communication. Les anciens textes seront laissés comme archives. Ce blog devient celui de son seul animateur, par ailleurs militant de la gauche indépendantiste.Rennes le 20 octobre 2009.





E-pad pell eo bet ar blog-se hini komite Emgann bro dreger-goeloù.Emañ an tu-kleiz evit Breizh Dizalc'h oc'h en em adframmañ.Moarvat en do ar strollad nevez e doareoù kehentiñ.An testennoù kozh a chomo evel dielloù . Dont a ra ar blog mañ da vezañ adalek hiziv hini e vuhezour a chom feal da vreizh dieub ha sokialour.. Roazhon, d'an 20 a viz Here 2009.

Texte Libre

 

 

 

26 décembre 2010 7 26 /12 /décembre /2010 14:35

Fañch ar Ruz zo ur paotr lemm e bluenn,  brudet evit e dresadennoù ur blaz sokial gante. Met estreget tresadennoù "ruz" eo gouest d'ober ar paotr zo chom e Baod, embannet en deus nevez zo ul levr evit ar vugale e ti "Keit 'vimp bev". Daou embannadur zo bet , unan gallek hag unan brezhonek.

Istor un erev a soñj dezhañ bezañ e unan er bed holl an hini eo. Kavout a ra kalon evit mont da foetañ bro evit kejiñ ouzh kamaladed nevez...Gwion, kentañ erev ar bed eo titl e levr .

Peogwir en deus an tresour dibabet embann dindan aotre "Creative Commons" e c'hell pep hini ac'hanomp skignañ , brudañ, implij e labour.

Bez e c'hellit ober anaoudegezh gantañ dre aze : link

Gallout a reer ivez pellgargañ ar levr e brezhoneg dre aze : link

E pep stal arbennik e vo moaien deoc'h prenañ al levr embannet gant Keit Vimp Bev.link

 

Bez e c'heller ivez teurel ur sell diouzhtu war ar genrouedad a-raok mont da brenañ al levr evit ober ur prof da skouer !

 

 

Partager cet article

Repost 0

commentaires

Articles Récents