Partager l'article ! En ur bourmen war ar gwiad...: En ur bourmen war ar gwiad em eus kavet daou vlog a ro un tamm mat a blas d'ar brezhoneg ha d'ar preder diwar-benn ...
| Mai 2012 | ||||||||||
| L | M | M | J | V | S | D | ||||
| 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | |||||
| 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | ||||
| 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | ||||
| 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | ||||
| 28 | 29 | 30 | 31 | |||||||
|
||||||||||
En ur bourmen war ar gwiad em eus kavet daou vlog a ro un tamm mat a blas d'ar brezhoneg ha d'ar preder diwar-benn gwirioù pobl Breizh.
Unan anezho zo anvet "Indépendance ou soumission" , brezhoneg ar blogger zo gant blaz saourus Treger , lemm e bluenn hag e spered awenet gant al lugan "Breizh dieub ha sokialour ! " (lennet em eus se en un tu bennak dija ...). Kaoz zo eus ar re vunud, eus hor bro ( hon bro... ma skrivfen 'veltañ ), kalzig a draoù a gaver war an deskadurezh, an darempredoù etre ar re yaouank hag ar re gozh.Dre aze e ranker tremen evit mont d'e welet : link
Egile zo anvet "Breizhoccitania" bouetet gant ur breizhad harluet e-kostez Nissa evit e studioù.
Ruz flamm eo ar gaoz, ruz tan e soñjoù. Ul live yezh all an hini eo a vez implijet aze. Kalzig a droidigezhioù a c'heller kaout.
Da skouer : kanaouennoù komunour eus Italia, met ivez dielfenn emsavadegoù tud yaouank ar bannlevioù , prederiadennoù Einstein diwar-benn ar sokialouriezh, skridoù Giusepe Maj (ur stourmer komunour eus Italia). Pinvidik eo ! Evit teurel ur sell : link
Marteze e vefe poent dezhañ divadeziñ e vlog....
Ra vo ledanoc'h c'hoazh plas hon mennozhioù war ar genrouedad ! Sulvezh vat deoc'h !