Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

Petra eo ar blog-se ?

Pendant longtemps ce blog a été le blog du comité du Trégor-Goelo de la Gauche Indépendantiste Bretonne.La Gauche Indépendantiste Bretonne est en restructuration.Elle se dotera sans doute de nouveaux moyens de communication. Les anciens textes seront laissés comme archives. Ce blog devient celui de son seul animateur, par ailleurs militant de la gauche indépendantiste.Rennes le 20 octobre 2009.





E-pad pell eo bet ar blog-se hini komite Emgann bro dreger-goeloù.Emañ an tu-kleiz evit Breizh Dizalc'h oc'h en em adframmañ.Moarvat en do ar strollad nevez e doareoù kehentiñ.An testennoù kozh a chomo evel dielloù . Dont a ra ar blog mañ da vezañ adalek hiziv hini e vuhezour a chom feal da vreizh dieub ha sokialour.. Roazhon, d'an 20 a viz Here 2009.

Texte Libre

 

 

 

13 octobre 2012 6 13 /10 /octobre /2012 09:40

Sed aze ur pennad am eus skrivet evit ar sizhuniek "YA" . Adembann ar pennad amañ a fell din ober kar nebeud traoù e brezhoneg a vez embannet diwar-benn an ekonomiezh pe bed kriz an embregerezhioù. N'on ket sur ouzhpenn e oarfe an holl dud e vo eus ar mouezhiadegoù-se.

Klasket em eus lakaat  liammoù daveit lec'hiennoù ar sindikadoù un tamm dianav am boa menneget. 

Un tamm jeu zo bet etre SLB ha sindikadoù all a zo war ar renk e Breizh. Adkaozeet e vo deus se  en deizioù, moarvat.


 

saintnaz-0103.JPG

 

Dilennadegoù en Embregerezhioù Bihan Tre.

Adalek an 28 a viz Du betek an 12 a viz Kerzu e c'hello an dud a labour e-barzh embregerezhioù gant nebeutoc'h a 11 implijad reiñ o mouezh d'ur sindikad evit ar wezh kentañ.
En embregerezhioù-se avat n'eus ket trawalc'h a c'hopiridi evit ma vije mouezhiet evit envel un dileuriad e anv an implijidi, setu ma vez diaes d'an dud en em zifenn pa vez jeu gant an implijer ha diaes ivez dezhe bezañ kelaouet war o gwirioù sokial.
N'eo evit listennadoù tud e c'hello votiñ ar c'hopridi-se met evit sindikadoù. Ar re a dapo ar muiañ a vouezhioù a c'hello bezañ galvet gant nep en do ezhomm bezañ difennet dirak e implijer.

Piv neuze a c'hell kemer perzh er votateg ?


 An astalerien ( sonerien, tud ar c'hleweled…), darnvrasañ an dud implijet gant kevredigezhioù hervez lezenn 1901, ar magourezed, ar  re a labour  e servij tud en o zi , ar vicherourien a vez o poaniañ e embregerezhioù sevel-tiez bihan tre, an artizaned, an deskarded….
Etretout ez eo 4,5 milion a labourerien a c'hello implij o c'halloud mouezhiañ. E rannvro Breizh (4 departamant) ez eo en tu all da 200 000 den a vo pedet da gemer perzh. Met ne c'hortozer ket e vefe muioc'h evit 20 % eus an dud o vont da vouezhiañ.
Votet e vo dre lizher pe dre ar genrouedad.

Piv a vo war ar renk ?

Hogos an holl sindikadoù a vo war ar renk : CGT, CGT-FO, CFDT, CFTC , Solidaires…A-bouez tre e vo evito evit daou abeg :

Da gentañ evit bezañ brudet e-touez labourerien na vezont ket tizhet gwall alies gante, kreñv e vez ar sindikadoù e-mesk ar gargidi , en embregerezhioù foran, hag en un nebeud a embregerezhioù prevez gant un hengoun a sindikalouriezh.
Profitañ a reont holl evit skignañ o sav-poent diwar-benn an enkadenn ekonomikel, ar smic a rankfe bezañ kresket, an ingalded etre ar merc'hed hag ar wazed e bed al labour….o sell war ar gevredigezh dre vras.

Pouezus meurbet eo ivez  evit muzuliañ perzh dileuriañ pep sindikad.  Dre an dilennadeg-se e vo jedet ivez peseurt plas reiñ dezho en aozadurioù kemparek, er c'hefoù a ver an asurañs kleñved ha kozhni, ha peseurt re a c'hello sinañ emglevioù stroll e anv al labourerien. Kar ne vez doujet dalc'hmat ouzh an emglev stroll a zere gant tachenn labour ar c'hopridi, dreist-holl en embregerezhioù bihan. Ouzhpenn 700 emglev stroll a gaver e gwir al labour er c'hwec'hkorn, ha ne vez doujet ouzh o redioù gant an holl implijourien evit ar goproù da skouer ha 5 % eus gopridi ar stad a labour hep bezañ dindan atebegezh emglev stroll ebet.

 

 

 

saintnaz-0105.JPG

 

 

Sindikadoù all war ar renk :

Ar sindikadoù bihan o deus soñjet int ivez ober o mad eus ar votadeg, dre ma vez paeiet ar frejoù kabaliñ gant ar stad. An traktoù a vo kaset da gement goprad a c'hell kemer perzh gant servijou ministrerezh al labour. Sed aze un digarez brav evit skignañ mennozhioù ha savoù-poent all . Setu ma vo anarkourien ar CNT (kevredad broadel al labourerien) war ar renk. Dre ma c'heller en em ginnig dre rannvro ivez e vo  Sindikad Labourerien Korsika  (STC ) war a renk en e enezenn , LAB (Sindikad Labourerien Broadelour Euskal Herria) a ray memes mod e rannvro Akiten, memes mod e vo graet gant o c'henseurted a Vartinik (UGTM),  Gwadloup (UGTG) ha Guyana (UTG) . Hag e rannvro Breizh  e resevo an 220 000 den a c'hello votiñ pleg-dibleg galleg-brezhoneg Sindikad Labourerien Breizh.
Roet e vo an disoc'hoù  d'an 21 a viz Kerzu.





Evit gouzout hiroc'h:  http://www.electiontpe.travail.gouv.fr/pourquoi_voter.html

 


saintnaz-0177.JPG

Partager cet article

Repost 0

commentaires

Articles Récents