Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

Petra eo ar blog-se ?

Pendant longtemps ce blog a été le blog du comité du Trégor-Goelo de la Gauche Indépendantiste Bretonne.La Gauche Indépendantiste Bretonne est en restructuration.Elle se dotera sans doute de nouveaux moyens de communication. Les anciens textes seront laissés comme archives. Ce blog devient celui de son seul animateur, par ailleurs militant de la gauche indépendantiste.Rennes le 20 octobre 2009.





E-pad pell eo bet ar blog-se hini komite Emgann bro dreger-goeloù.Emañ an tu-kleiz evit Breizh Dizalc'h oc'h en em adframmañ.Moarvat en do ar strollad nevez e doareoù kehentiñ.An testennoù kozh a chomo evel dielloù . Dont a ra ar blog mañ da vezañ adalek hiziv hini e vuhezour a chom feal da vreizh dieub ha sokialour.. Roazhon, d'an 20 a viz Here 2009.

Texte Libre

 

 

 

7 décembre 2010 2 07 /12 /décembre /2010 19:19

Petra ober e-pad an transmusicales ? Chom er gêr pe mont da welet koñsertoù ker ruz dibabet er programm ofisiel, mont d'an "off" "Bar en trans" zo erru koustus a-walc'h....

Arabat chom da dortal ken, tud a -galite zo en emglevet a-benn kinnig deoc'h un dibab all...

Deuit d'ober un tamm tro betek plasenn Santez Anna just en traoñ d'ar chameraioù staliet gant an ti-kêr sokialour evit evezhiañ ac'hanoc'h. Meur a davarn blijus a gaver aze...Unan dionte zo anvet "le comptoir basque" dalc'het eo gant ur c'hamarad din a orin eus bro euskal hag e karantez gant Breizh.

En e loch vo tu deoc'h klevet strolladoù a-bep seurt ha DIGOUST !


- D'ar merc'her  8 a viz Kerzu :  DJ NO VICE et UNITE MAU MAU, rap stourm . da 8e 30

Recherche d'autres artistes comme Unit� Ma� Ma� sur Myspace Music

 

M'en dare ha talvezout a ra ar boan da ginnig rapourien Unite Mau Mau...An disujidi a vez gwelet ingal war leurennoù Roazhon pa vez kaoz eus souten ur stourm bennak !


- D'ar yaou 9 a iz Kerzu, WILLIS DRUMMOND, hardcore (Baiona), 9e noz.

Recherche d'autres artistes comme Willis Drummond sur Myspace Music

 

Ur strollad a gan en euskareg o tont eus hanternoz  bro-euskal a deuy da zegas deomp o nerzh hag o c'hoant da gejiñ ouzh publik tavarnioù Breizh. Emichañs e vo plijet an holl dud zo sod gant an Hard-Core evel ma vez graet gant paotred Fugazi da skouer.



- D'ar gwener 10 a viz Kerzu, DC FANCHENSTEIN, rock funk (Roazhon), WILLIS DRUMMOND, 9e noz.

Recherche d'autres artistes comme Willis Drummond sur Myspace Music

 

Dre ma vefed bet plijet gant an euskariz a lamm e pep lec'h e vo ret deoc'h dont endro met ur strollad eus hor bro a vo posubl deoc'h klevet.

 

2010_12_06_sonerezh2.jpg

 

Sed aze ur poltred eus kaner Doctor Fanchestein , anavezet ho peus marteze anezhañ pa gane e brezhoneg e Lik-ha-lik...

Hast meus ober anaoudegezh gant e strollad nevez. Moarvat e vo trouzus ha divoutin...Gortozet eo ar strollad met sur a-walc'h e vo dic'hortoz an disoc'h. Ma ne fazian ket e vo o zrede sonadeg.


- D'ar sadorn 11 a viz Kerzu, HAYMARKET, punk hardcore (naoned), 9e noz

Ur strollad anarkour eus ar c'hentañ gant ur mignon kozh din , leun a startijenn, a breder...Evit gouzout hiroc'h link

O anv a zo bet dibabet e koun merzherien Chicago bet lazhet gant ar polis e dibenn an 19vet kantved peogwir o doa manifestet evit o gwirioù ! Ar sonerezh a denn eus HxC reter ar stadouù-unanet, ar pozioù zo en galleg hag e saozneg. Brudet int war vord al liger...ha plijet e vo riboulerien Roazhon ?

Le comptoir basque, 16 place sainte Anne, Roazhon.

 


Partager cet article

Repost 0

commentaires

Articles Récents