Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

Petra eo ar blog-se ?

Pendant longtemps ce blog a été le blog du comité du Trégor-Goelo de la Gauche Indépendantiste Bretonne.La Gauche Indépendantiste Bretonne est en restructuration.Elle se dotera sans doute de nouveaux moyens de communication. Les anciens textes seront laissés comme archives. Ce blog devient celui de son seul animateur, par ailleurs militant de la gauche indépendantiste.Rennes le 20 octobre 2009.





E-pad pell eo bet ar blog-se hini komite Emgann bro dreger-goeloù.Emañ an tu-kleiz evit Breizh Dizalc'h oc'h en em adframmañ.Moarvat en do ar strollad nevez e doareoù kehentiñ.An testennoù kozh a chomo evel dielloù . Dont a ra ar blog mañ da vezañ adalek hiziv hini e vuhezour a chom feal da vreizh dieub ha sokialour.. Roazhon, d'an 20 a viz Here 2009.

Texte Libre

 

 

 

19 avril 2010 1 19 /04 /avril /2010 14:58

Hag ezhomm zo da ginnig anezho ? 'Oaran ket re...Mass Prod zo anv ur gevredigezh oberiant war dachenn ar sevenadur Punk e Breizh abaoe 1996. Aozañ sonadegoù liesseurt, produiñ ha skignañ pladennoù ar strolladoù a blij dezhe.

Ar memes re o doa roet lañs d'ar raktres "Rock e Breizh", ur bladenn a gaver warni strolladoù a gan e brezhoneg hepken.

Chom a ra pladennoù gante...


rockebreizhgd.jpg


Bep bloaz e kinnigont meur a sonadeg e Bro Roazhon met a-wezhoù en Oriant pe e Kallag.

Unan eus o emgavioù reoliek ha plijus a vo dalc'het d'an 8 a viz Mae e Roazhon er Jardin Moderne, anvet eo "Breizh Disorder". Sed aze ar skritell :

 

 

 

 8-5jardin.jpg

 

 

Hag o lec'hienn : link

Gallout a rafed klevet war al lec'h strolladoù eus ar vro, sur a-walc'h eo paotred Mass Prod ar re nemeto gant General Strike hag a ro tro da gement a strolladoù "bihan" eus ar vro da dremen war leurennoù dereat.

Souezhus eo e vefe ken bev ar punk-rock e-touesk yaouankizoù ar vro hag e vefe roet ken nebeut a blas d'ar strolladoù Punk e gouelioù bras an hañv pe war ar radiooù. Abalamour d'an dra se em eus bet c'hoant d'ober un tamm bruderezh evit "Breizh Disorder".

Ouzhpenn-se ar bloaz mañ o deus bet ar mennozh dreist (m'en dare piv en doa roet dezho ?) da brogramiñ ur strollad a vro Vrazil anvet "os Subversivos". 

Ur strollad street punk Marxour leninour an hini eo . Ar pozioù ar ra menneg eus ar stourmoù sokial, ar stourm armet a-enep d'an diktatouriezh...e Portugaleg anat deoc'h ! Evit mont da surfiñ war o myspace a-benn ober un tañva eus o startijenn tremenit dre aze : link. An deiz war-lec'h e vefont en Oriant. Dont a refont da Vreizh gant ur strollad all a vro Vrazil : Devotos.

Evit ober ho soñj :

SUBVERSIVOS - Amanhãs na Paris de 68

 

 


Evit klozañ e rankan lavarout em boa anavezet Os Subversivos dre al lec'hienn anvet " Rock Proletario Internacional". Ar framm-mañ a brodu, a skign,a vod strolladoù Punk Hard-Core Komunour eus Galiza, Euskal Herri, Bro Gastilha, Brazil...

Setu o chomlec'h link

 

top3_f2.jpg

Partager cet article

Repost 0

commentaires

Articles Récents