Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

Petra eo ar blog-se ?

Pendant longtemps ce blog a été le blog du comité du Trégor-Goelo de la Gauche Indépendantiste Bretonne.La Gauche Indépendantiste Bretonne est en restructuration.Elle se dotera sans doute de nouveaux moyens de communication. Les anciens textes seront laissés comme archives. Ce blog devient celui de son seul animateur, par ailleurs militant de la gauche indépendantiste.Rennes le 20 octobre 2009.





E-pad pell eo bet ar blog-se hini komite Emgann bro dreger-goeloù.Emañ an tu-kleiz evit Breizh Dizalc'h oc'h en em adframmañ.Moarvat en do ar strollad nevez e doareoù kehentiñ.An testennoù kozh a chomo evel dielloù . Dont a ra ar blog mañ da vezañ adalek hiziv hini e vuhezour a chom feal da vreizh dieub ha sokialour.. Roazhon, d'an 20 a viz Here 2009.

Texte Libre

 

 

 

15 janvier 2012 7 15 /01 /janvier /2012 18:48

A-drugarez d'ar skiant bet prenet gantañ a-hed e vuhez e c'heller lenn a-bep seurt traoù a denn d'a brezhoneg war ar blog pourvezet gant Fañch Broudig. Peadra zo da vagañ preder nep a zo dedennet gant dazont hor yezh.

N'eus ket pell zo en doa roet un tamm plas da gomzoù Jean-Luc Mélanchon a oa deuet betek Brest da gabaliñ evit mont da brezidant stad-c'hall.

Gwir eo e Penn-ar-bed en deus "talbenn an tu-kleiz" desachet daveitañ tud zo brudet evit kaout ur sell pozitivel war ar brezhoneg. Erik Marchand, Andre ar Gac e-touesk lod all.

Pa 'oa deuet Mélanchon betek Brest en dije bet tro da lavaret en doa keuz bras pas bezañ bet komprenet mat diwar-benn ar yezhoù "rannvro".  

Sed aze ar pezh en doa diskleriet  a ziskouez  memes tra pegen trevadennour, gallgar ha broadelour eo chomet penn 'strollad an tu-kleiz" :

 

"Dans notre pays, les gens viennent de partout et de nulle part. Il est normal que vous teniez à vos traditions et à vos langues. Mais il faut que vous vous tourniez vers le futur."  Mersi bwana ! ha c'hoazh :

 

"Nous avons le français en commun. Je sais le rôle qu'ont joué les femmes en Bretagne pour que leurs enfants en viennent à parler le français. Le français est pour tous le moyen d'échanger ensemble, la langue de la liberté."

 

Met sed aze ar pep gwellañ "Ce que j'ai pu dire de Diwan, c'était lors d'un apparté sur un autre sujet et c'est un horrible malentendu. Diwan n'est pas une secte. Les sectes, je sais ce que c'est et je les pourchasse. Mais on n'a pas le droit de dire que Diwan est une secte."....

 

Adkavet ez eus bet ur roud eus an "apparté" bet embannet , memes tra e-barzh ...."Libération" e 2001.....

 

 

Lod all a lavar en dije graet an Aotroù a-raokadennoù diwar-benn ar yezhoù a vez graet "yezhoù bihan" deuzoute.
M'en dare c'hoazh pelec'h emañ an diforc'h pennañ etre kaozioù  ar gaouiad Mélanchon ha reoù Marine LePen diwar-benn plas ar brezhoneg er vuhez foran a vije re ledan dezhi...
M'en dare ivez abalamour da betra e vez kendalc'het da aozañ degouezhioù evel manifestadeg  an 31 a viz Meurzh e Kemper  e-lec'h ma vo tu da vignoned ar gaouiad Mélanchon dont da bourmen gant difennourien ar brezhoneg a ray an aluzenn evit ma vo prometet deomp e vo savet ur raktres lezenn evit "yezhoù ha sevenadurioù ar frañs" kenkaz e vijent dilennet...e Pariz....

Partager cet article

Repost 0

commentaires

Articles Récents