Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

Petra eo ar blog-se ?

Pendant longtemps ce blog a été le blog du comité du Trégor-Goelo de la Gauche Indépendantiste Bretonne.La Gauche Indépendantiste Bretonne est en restructuration.Elle se dotera sans doute de nouveaux moyens de communication. Les anciens textes seront laissés comme archives. Ce blog devient celui de son seul animateur, par ailleurs militant de la gauche indépendantiste.Rennes le 20 octobre 2009.





E-pad pell eo bet ar blog-se hini komite Emgann bro dreger-goeloù.Emañ an tu-kleiz evit Breizh Dizalc'h oc'h en em adframmañ.Moarvat en do ar strollad nevez e doareoù kehentiñ.An testennoù kozh a chomo evel dielloù . Dont a ra ar blog mañ da vezañ adalek hiziv hini e vuhezour a chom feal da vreizh dieub ha sokialour.. Roazhon, d'an 20 a viz Here 2009.

Texte Libre

 

 

 

7 juin 2007 4 07 /06 /juin /2007 17:04

 

Sed aze al lizher bet kaset d'ar re a lak o anv evit mont da gannad e Pariz....

Dimezell, Itron, Aotrou,

Ni, Republik Breizh, aozadur araokour a zo da bal dezhañ adframmañ ar vroadelouriezh vretonnne a-benn sevel un demokratelezh vreton, a bed ac'hanoc'h da lenn ar goulenn da heul a savomp diganeoc'h.

O vezañ ma'z eus eus gwir ar pobloù d'en em dermeni ur gwir demokratel anavezet gant Emglev etrebroadel ABU da geñver ar gwirioù keodedel ha politikel, ha gant emglevioù all sinet gant Stad C'hall.

O vezañ ma'z eus ur bobl eus ar Vretoned, dre elfennoù istorel, sevenadurel, sokial, yezhel ha dre ar vro ma vevont enni.

O vezañ ma'z eo bet sinet Galv Corti gant ar strolladoù a gas stourm ar pobloù hep Stad er Stad C'hall

O vezañ ma'z eo Stad C'hall ar stad kreizennetañ dre an Europ, o nac'hañ ez eus ur bobl ac'hanomp daoust d'an 23% eus ar Vretoned a embann bezañ evit Breizh dizalc'h (CSA/P-O/Le TELEGRAMME 2000) ha daoust ma'z eus bet muioc'h evit 8000 den o vanifestiñ e Roazhon d'an 3 a viz Mezheven 2006 evit treuzkas galloudoù politikel da Vreizh.

O vezañ ma'z eus en Europ broioù evel enez,, Luksembourg ha re all c'hoazh a zo ganto
ul liamm war-eeun gant Brusel, padal e chom ar 4,5 milion a Vretoned (annezidi bro Naoned en o-mesk) hep kaout ar gwir demokratel-se,

Ho koulenn reomp sa sevel a-du gant hor goulenn : anavezout ha difenn ken kaz vefe
dilennet gwir ar Vretoned d'en em dermeniñ evel pobl
Vous pouvez ici télécharger la déclaration de Corti 
http://perso.orange.fr/anaram/Declaracion_Corti.pdf

Partager cet article

Repost 0

commentaires

Articles Récents