Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

Petra eo ar blog-se ?

Pendant longtemps ce blog a été le blog du comité du Trégor-Goelo de la Gauche Indépendantiste Bretonne.La Gauche Indépendantiste Bretonne est en restructuration.Elle se dotera sans doute de nouveaux moyens de communication. Les anciens textes seront laissés comme archives. Ce blog devient celui de son seul animateur, par ailleurs militant de la gauche indépendantiste.Rennes le 20 octobre 2009.





E-pad pell eo bet ar blog-se hini komite Emgann bro dreger-goeloù.Emañ an tu-kleiz evit Breizh Dizalc'h oc'h en em adframmañ.Moarvat en do ar strollad nevez e doareoù kehentiñ.An testennoù kozh a chomo evel dielloù . Dont a ra ar blog mañ da vezañ adalek hiziv hini e vuhezour a chom feal da vreizh dieub ha sokialour.. Roazhon, d'an 20 a viz Here 2009.

Texte Libre

 

 

 

7 juillet 2005 4 07 /07 /juillet /2005 00:00

Kemmenadenn:

Mantret eo Emgann o klevet disoc'h prosez an Euskariz hag ar Vretoned dirak lez-varn ispisial Pariz.Ur wezh ouzhpenn eo bet kondaonet gant ar varnerien c'hall Breizh en he fezh dre he difennourien, an dud a stourm evit gwirioù o Fobl da vezañ mestr en he bro, da gomz en he yezh, da gejañ dichadenn gant ar pobloù all, kuit a virodorioù ouzh mirout outi a sellet da lec'h all.
Spontet eo Emgann gant ar ponner m'eo kondaonadennoù zo da geñver ar fedoù diskwelet e-kerz ar prosez.
Pouezañ a reomp memes-tra gant ar c'hemmesk, pezh a brou eo bet barnet an hevelep fedoù evit un eil gwezh, ar pezh hag a zo direizh hag enep-lezenn a-grenn.
Kengred eo Emgann ouzh an  damallidi ha gelver a ra an dud d'o harpañ e pep keñver hag e pep degouezh.

Unvaniezh evit difenn ar brizonidi !
Frankiz evit ar Vretoned toullbac'het !
Frankiz evit Breizh !
Breizh Dieub ha Sokialour !

Kemper, d'an 30 a viz Mezheven 2005
e anv Emgann, Yannig Laporte

Partager cet article

Repost 0

commentaires

Articles Récents