Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Petra eo ar blog-se ?

Pendant longtemps ce blog a été le blog du comité du Trégor-Goelo de la Gauche Indépendantiste Bretonne.La Gauche Indépendantiste Bretonne est en restructuration.Elle se dotera sans doute de nouveaux moyens de communication. Les anciens textes seront laissés comme archives. Ce blog devient celui de son seul animateur, par ailleurs militant de la gauche indépendantiste.Rennes le 20 octobre 2009.





E-pad pell eo bet ar blog-se hini komite Emgann bro dreger-goeloù.Emañ an tu-kleiz evit Breizh Dizalc'h oc'h en em adframmañ.Moarvat en do ar strollad nevez e doareoù kehentiñ.An testennoù kozh a chomo evel dielloù . Dont a ra ar blog mañ da vezañ adalek hiziv hini e vuhezour a chom feal da vreizh dieub ha sokialour.. Roazhon, d'an 20 a viz Here 2009.

Texte Libre

 

 

 

26 février 2010 5 26 /02 /février /2010 22:34
D'ar gwener 5 ha d'ar sadorn 6 a viz Meurzh e vo kouviet an dud da zont da lidañ 40 vloaz Skoazell Vreizh e Roazhon.

13633_103025403049315_100000255673690_75686_450677_n.jpg

Pedet oc'h da zont niverus evit diskouez pegen pouezus eo deomp obererezh Skoazell Vreizh. 40 vloaz a gengred gant an dud bet heskinet gant justis ha polis bro-C'hall abalamour d'o stourm evit pobl Breizh , evit gwirioù hor broad.
Nac'h sentiñ ouzh an arme, livañ panelloù-hent, komz brezhoneg dirak al lezvarn,reiñ bod da Euskariz pe bezañ kengred ouzh Iwerzhoniz, lakaat mogerioù zo da gouezhañ gant an danvez ret, pe manifestiñ hepken evit Breizh Unvan, pe nac'h paeiañ an taos-skinwel...ha kant  tra all zo bet graet gant Breizhiz zo evit diskouez ez eus deuzouzomp. Ha kement-se en doa kaset anezhe dirak barnerien neptu hor mistri madelezus ,pe  a-wezhoù en toull-bac'h evit bloavezhioù.
Evel un toullad tud all em eus bet tro da welet pegen efedus ha frealzus  e c'hell bezañ ur framm evel-se. Dont d'ar 5 ha d'ar 6 n'eo ket hepken dont evit teurel ur c'hillsell war an amzer gent. N'eo ket echu ar stourm, ken ma ne vo ket doujet ouzh gwirioù hon fobl, ken ma ne strako ket frank ha dizalc'h ar Gwenn-ha-Du war hon douaroù e talc'ho, Bretoned zo, penn ouzh ar stad kreiz.
Bezañ e Roazhon evit an dibenn-sizhun se zo a-bouez evit an dazont.
Evit gortoz pe reiñ c'hoant deoc'h da zont sed aze ur ganaouenn gant "Trouz an Noz" unan eus ar strolladoù a vo tu deoc'h klevet.
Deuit niverus !


Partager cet article
Repost0

commentaires