Gervel a reomp da gemer perzh en tolpadeg a vo dalc'het en Oriant d'ar sadorn 31 a viz genver da 10e30 mintin dirak an Ti-Post. An hevelep azgoulennoù a vo dalc'het e Naoned da 2 e goude merenn d'ar memes deiz e-pad ar vanifestadeg a gengred gant ar 6 stourmer yaouank a vo barnet evit bezañ taolet koaltar war mogerioù rannvro broioù al liger.
En deizioù da zont e embannimp an emgavioù a vo dalc'het evit ar memes palioù e Roazhon.
Un dra vat eo gwelet tud ha strolladoù pe kevredigezhioù liesseurt o kemer perzh en tolpadegoù.
Kinnig a raimp er sizhunvezhioù da zont un emgav d'an holl vretoned kar o yezh a-benn sevel un talbenn stourm efedus en ur dennañ kentel deus ar stourmadegoù zo bet betek bremañ.
Brezhoneg yezh vroadel : Brezhoneg ofisiel !
Jan Mai Salomon