Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Petra eo ar blog-se ?

Pendant longtemps ce blog a été le blog du comité du Trégor-Goelo de la Gauche Indépendantiste Bretonne.La Gauche Indépendantiste Bretonne est en restructuration.Elle se dotera sans doute de nouveaux moyens de communication. Les anciens textes seront laissés comme archives. Ce blog devient celui de son seul animateur, par ailleurs militant de la gauche indépendantiste.Rennes le 20 octobre 2009.





E-pad pell eo bet ar blog-se hini komite Emgann bro dreger-goeloù.Emañ an tu-kleiz evit Breizh Dizalc'h oc'h en em adframmañ.Moarvat en do ar strollad nevez e doareoù kehentiñ.An testennoù kozh a chomo evel dielloù . Dont a ra ar blog mañ da vezañ adalek hiziv hini e vuhezour a chom feal da vreizh dieub ha sokialour.. Roazhon, d'an 20 a viz Here 2009.

Texte Libre

 

 

 

23 janvier 2009 5 23 /01 /janvier /2009 08:02
Doujañs d'hor yezh ha d'hon bro ! Brezhoneg ofisiel !


Dre ma c'halvomp da vanifestiñ disadorn dirak an tier-post e Kemper, Gwengamp ha Karaez (diwar intrudu SLB), Montroulez (diwar intrudu Ai'ta) e fell deomp embann en a-raok peseurt azgoulennoù zo ganeomp. Daoust d'ar pezh a embann pennoù-bras ar post, pal ar jeu n'eo ket difenn ar statu quo a oa deus outañ a-raok komzoù Amiard met gounnit gwirioù nevez :



— E prometfe ar Post en un doare ofisiel ne vo ket goulennet ken gant ar c'humunioù chom hep implij stumm brezhonek an anvioù-lec'h (war Vreizh a-bezh) ;



— E prometfe ar Post ne vo ket klasket e mod ebet mirout ouzh ar Vretoned da implij anvioù lec'h brezhoneg war al lizhiri a gasont. Ma grog ar Post da dagañ an anvioù lec'h brezhonek e Breizh-izel peadra zo d'en em c'houlenn hag e kendalc'ho e-pad pell ar servij publik-se da zasparzhañ al lizhiri skrivet warne « Naoned », « Lannuon », « Roazhon »… ;

— E prometfe ar Post en un doare ofisiel e toujo ouzh identelezh ha yezh pobl vBreizh en ur ginnig ur gwir servij publik e brezhoneg. Da laret eo : niverenniñ labourerien ar Post hag a oar brezhoneg, stummañ an implijidi (a fell dezhe en ober evel-just !) a-benn degemer ar publik e brezhoneg ha lenn ar goloioù lizher o defe poan ar mekanikoù da gompren, divyezhekaat e holl dafar kehentiñ…. Evit ober kement all e c'hell ar Post mont e darempred gant Ofis Ar Brezhoneg evit sinañ « Ya d'ar brezhoneg » evel m'eo bet graet gant kumunioù, skolioù-meur, embregerezhioù, kevredigezhioù… ;



— E prometfe ar Post ne c'hello ket an Aotroù Amiard kenderc'hel gant e zoareoù trevadennour. Dav eo kas anezhañ d'ober war-dro ar chekennoù n'int ket bet enkefiet, e Belfort da skouer, hag implijout Bretoned kar o yezh ha kar o bro er servij publik amañ e Breizh. Un toullad Bretoned a labour evit an embregerezh-se a c'hortoz distreiñ d'hon bro abaoe pell ;

— Laouen tre omp bet o welet eo bet niverus tre an dud o sevel o mouezh evit difenn hor yezh hag hon identitelezh goude komzoù an Aotroù Amiard. Estreget difenn doare skrivañ an anvioù lec'h hag an anvioù familh zo d'ober, erru eo poent d'ar Vretoned stourm en dro a-benn ma vefe doujet d'hor yezh vroadel e pep lec'h, e pep servij publik (skolioù, ti-post, ensavadurioù lec'hel, war vord an hentoù, er skinwel hag er skingomz…). Deomp-ni eo da zibab pegoulz ha pelec'h e fell deomp implij ar brezhoneg.



Adkavomp hent ar stourm hag e vefomp trec'h !



Emgav dirak tier-post Kemper (Bali Kerguelen), Karaez ha Gwengamp (plasenn ar marc'had), Montroulez da 11 e beure d'ar sadorn 24 a viz Genver 2009.

Jan Mai Salomon evit Emgann-MGI emgann at no-log.org

Partager cet article
Repost0

commentaires