Gant Yves Amiard, rener LaPoste war departamantoù Penn-ar-Bed ha Mor-Bihan, eo bet goulennet digant ar vaered ne vefe graet gant ar brezhoneg war al lizhiri. Perak ’ta? Gouez dezhañ ne vefe ket gouest mekanikoù nevez an ti-post (hag ezhomm oa da gaout mekanikoù nevez?) da lenn ar chomlec’hioù brezhonek, abalamour d’ar skraboù dreist-holl. A ma! Ha ne vije ket skraboù e galleg? Ha trawalc’h ez eo evit stankañ beg an ijinerezh gall? Diaesoc’h vije d’ar mekanikoù (a gompren galleg nemetken war a seblant) lenn Pont’n-Abad eget lenn Pont-l’Abbé? Ret vo deomp en em voazañ neuze da skrivañ Gouenac’h evel Gouénach (a son gant « tach »), an Ao Kerloc’h a vo badeziet Kerloch (a son gant « poch »), ha straed Penn ar C’hrec’h a zeuio da vezañ rue Peinardchrèch (a son gant « tech »). Bez’ oa dija eus Kersauce (Kêrsaoz) ha Le Croissant (Kroazhent),pa vez graet dija Crèch Gwen eus Kreac’h Gwenn... gallekadur, plijadur!
Ao Amiard, fellout a ra d’ar Vretoned, evel tout ar re a ra gant servij publik an TiPost a vez freuzet tamm-ha-tamm ganeoc’h, e vije ingalet o lizhiri, e vije digor o stalioù nebell eus al lec’h ma vevont, e vije paeet ur priz reizh ganto. Trugarez da soñjal enno evel ma rit, met o yezh ne sell ouzhoc’h. Ar mod ma vez skrivet ken nebeut. Goulenn a reomp ouzhoc’h neuze, e-lec’h skrabañ al laoù deomp, doujañ ouzh hon anvioù-familh, anvioù-ruioù hag anvioù-lec’h, gant hor zh, c’h, y hag ù war ar marc’had. Ha kit da ober war-dro al lizhiri e-lec’h gwerzhañ rochedoù, enfredit muioc’h a dud da gas ar pakadoù e-lec’h kuzulierien war an arc’hant. Ha dresit-holl, laoskit ac’hanomp brezhonegañ e-giz ma karomp. Pa ne vez ket klasket skrabata, e vez klasket troc’hañ ar gwrizioù. Pezh a fell d’an Ao Lesven, penn ar MoDem e Penn-ar-Bed ha Maer Plougernev. Hervezañ ez eus bern anvioù-lec’h nevez da envel, ha re ziaes e vije da baotred ha merc’hed al lizhiri hiviziken (lakaet e vez tout ar bec’h warno, peorien-gaezh anezho)... « Rue des Embruns » a sonfe bravoc’h eget « Castel Ac’h » war a seblant. Perak ne ginnig ket an Ao Lesven, ul leonad a ouenn vat, e vije lakaet anvioù saoznek? Modernat! Ha perak ket an divyezhegezh saozneg-sinaeg, sed an amzer-da-zont!
Hanter-hent ez eo kinnig an Ao Poignant, Maer Kemper-Kaourintin (evel m’en deus lavaret da vare sinadur karta « Ya d’ar Brezhoneg gant France Bleu Breizh-Izel e miz Here 2008) : divyezhekaat an anvioù-lec’h brezhonek. E-giz-se vije moaien da c’houzout ez eo Kêrfeunteun ar »Village de la Fontaine« , skrivet vo dindan (pe a-us?e-kichen? a-zhou? e lizherennoù stouet? e lizherennoù tev? e liv splann?). Kollet eo dija An Douar Du hag An Dour Gwenn, en em voazañ a raimp digudenn gant »la Maison de l’Idiot" rak bravoc’h eget Ti Nay eo memestra.
Ha war-lerc’h? Skouer eus ar politikerezh gallekaat a gendalc’h da ober e reuz ez eo ar c’hoarioù lec’hanvadurel nay-se. N’hallimp ket herzel ouzh an holl
dagadennoù hep gonit ur statud a yezh ofisiel.N’hallimp ket dont a-benn hep stourm.
Emgav a roomp d’ar vretoned kar o yezh, d’ar stourmerien ha stourmerezed, d’an holl aozadurioù (Sindikadoù, kevredigezhioù, strolladoù...) d’ar sadorn 24 a viz
Genver da 11 e beure :
E Kemper :dirak an ti-post kreiz, bali
Kerguelen
E Gwengamp : dirak an ti-post zo e-tal da
blasenn ar marc’had.
Deuit niverus ! Stourmomp hag e vefomp trec’h !
Brezhoneg, yezh ofisiel! Hep pobl Vreizh, brezhoneg ebet!
Evit : EMGANN, Jan Mai Salomon