Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

Petra eo ar blog-se ?

Pendant longtemps ce blog a été le blog du comité du Trégor-Goelo de la Gauche Indépendantiste Bretonne.La Gauche Indépendantiste Bretonne est en restructuration.Elle se dotera sans doute de nouveaux moyens de communication. Les anciens textes seront laissés comme archives. Ce blog devient celui de son seul animateur, par ailleurs militant de la gauche indépendantiste.Rennes le 20 octobre 2009.





E-pad pell eo bet ar blog-se hini komite Emgann bro dreger-goeloù.Emañ an tu-kleiz evit Breizh Dizalc'h oc'h en em adframmañ.Moarvat en do ar strollad nevez e doareoù kehentiñ.An testennoù kozh a chomo evel dielloù . Dont a ra ar blog mañ da vezañ adalek hiziv hini e vuhezour a chom feal da vreizh dieub ha sokialour.. Roazhon, d'an 20 a viz Here 2009.

Texte Libre

 

 

 

3 mars 2006 5 03 /03 /mars /2006 09:35

 

EMGANN - Emsav an tu kleiz evit Breizh Dizalc'h - a lâr ar salud d'an 2 stourmer brodelour korsat bet barnet e Pariz. Glan e oant eus an torfed rebechet outo, ha daoust da se e oant en toullbac'h da c'hortoz abaoe 7 vloaz. 30 vloaz a oa bet goulennet en-dro evit bezañ bet e penn ar bagad tud o doa lazhet ar prefed Erignac. Dalc'homp soñj e oa bet harzhet tud e-leizh goude an afer-se, ha goude bezañ bet dislavaret diwar-benn ar beizanted eo bremañ dislavaret ar justis gant ar gelennerien, lakaet da dorfedourien gant enklaskerien a zo kustum da gontañ gevier ha sevel skridoù faos. Dre m'eo bet mesket fedoù all int bet kondaonet memestra da 8 ha 10 vloaz, ha dizale e rankfent distreiñ d'o bro da gavout o zud en-dro. Dizale e vo barnet Yvan Colonna, unan all bet lakaet da aberzh gant justis ar Stad-C'hall, fiziañ hon eus e vo didamallet ivez. E Breizh e c'hortozomp e vefe divac'het Kristian Georgeault, kondaonet da 11 vloaz evit bezañ e-barzh an ARB.Dalc'homp soñj e oa bet, eñ hag e gendamallidi, lakaet e gaou e liamm gant gwalldaol Kewer. Bez e c'hell hervez al lezenn bezañ laosket da vont er-maez dindan evezh. Justis evit hor pobloù ! Frankiz evit ar brizonidi ! EMGANN - darempredoù etrebroadel (Embannet eo bet ar gemennadenn-mañ a-raok galv ar varnerien enklask a laka an traoù da badout. Kengred omp gant an holl re a c'houzañvo ar galv direizh-se).

Evit Emgann Yannig Laporte (darempredoù etrebroadel) d'ar 27/02/06

Partager cet article

Repost 0

commentaires

Articles Récents