Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

Petra eo ar blog-se ?

Pendant longtemps ce blog a été le blog du comité du Trégor-Goelo de la Gauche Indépendantiste Bretonne.La Gauche Indépendantiste Bretonne est en restructuration.Elle se dotera sans doute de nouveaux moyens de communication. Les anciens textes seront laissés comme archives. Ce blog devient celui de son seul animateur, par ailleurs militant de la gauche indépendantiste.Rennes le 20 octobre 2009.





E-pad pell eo bet ar blog-se hini komite Emgann bro dreger-goeloù.Emañ an tu-kleiz evit Breizh Dizalc'h oc'h en em adframmañ.Moarvat en do ar strollad nevez e doareoù kehentiñ.An testennoù kozh a chomo evel dielloù . Dont a ra ar blog mañ da vezañ adalek hiziv hini e vuhezour a chom feal da vreizh dieub ha sokialour.. Roazhon, d'an 20 a viz Here 2009.

Texte Libre

 

 

 

11 janvier 2006 3 11 /01 /janvier /2006 17:35
Ugent vloaz zo e oa krog departamant Aodoù an Arvor da staliañ panelloù hent e Brezhoneg war vord hentoù ar vro. Bet eo bet an  departamant kentañ oc'h ober kement all . Lod all 'neunt heuliet abaoe. D'ar c'houlz se e oa startijenn gant livourien noz SAB ( Stourm ar Brezhoneg)...Efedus e oa bet o doareoù stourm eta.


Chomet eo a-sav an departamant gant  an divyezhekaat....Nebeutoc'h a "arzourien" zo er vro ivez war a seblant...Evit degas da soñj d'ar c'huzul meur ha d'an dud  e chom panelloù-hent da dreiñ e Brezhoneg e oa bet  stanket daou rond-saoz e Sant Eganton ha Plouizi gant stoumerien ar vro  da vare an dilennadeg kanton diwezhañ (kerzu 2005)  ha peget war ar panelloù tammoù paper skrivet "BREZHONEG !" warne. Roet e veze un trakt da gement oto a dremene dre aze. Degemeret mat tre omp bet gant an dud. An archerien zo erru gant dale bep tro...


Un doare simpl da lakaat war wel kudenn plas hor yezh er vuhez foran a c'hell bezañ graet e lec'h all. Graet 'vo adarre e bro-wengamp er mizioù o tont. Hag a-walc'h 'vo evit ma vefe doujet ouzh hor yezh ? Dav 'vo marteze adtapout hor barroù livañ...

Partager cet article

Repost 0

commentaires

Articles Récents