Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

Petra eo ar blog-se ?

Pendant longtemps ce blog a été le blog du comité du Trégor-Goelo de la Gauche Indépendantiste Bretonne.La Gauche Indépendantiste Bretonne est en restructuration.Elle se dotera sans doute de nouveaux moyens de communication. Les anciens textes seront laissés comme archives. Ce blog devient celui de son seul animateur, par ailleurs militant de la gauche indépendantiste.Rennes le 20 octobre 2009.





E-pad pell eo bet ar blog-se hini komite Emgann bro dreger-goeloù.Emañ an tu-kleiz evit Breizh Dizalc'h oc'h en em adframmañ.Moarvat en do ar strollad nevez e doareoù kehentiñ.An testennoù kozh a chomo evel dielloù . Dont a ra ar blog mañ da vezañ adalek hiziv hini e vuhezour a chom feal da vreizh dieub ha sokialour.. Roazhon, d'an 20 a viz Here 2009.

Texte Libre

 

 

 

14 novembre 2005 1 14 /11 /novembre /2005 00:00


EVIT UL LID BREIZHEK D’AN 11 A VIZ DU: "Na laoskomp ket ar re greñv da skrivañ an istor o unan ! (Kateb Yacine, barzh Kabil)"

D'an 11  a viz du e Gwengamp un tregont bennak a dud o deus kemeret perzh en un tolpadeg  kenaozet gant Emgann bro dreger ha Breizh Dazont. Ar vanifesterien sioul, evezhiet gant kalzig a boliserien, n'o deus ket ar gwir da lakaat ur boker bleunioù war vonumant ar re varv. Kement mañ abalamour d'an is-prefed Eddie Boutera. Sed aze da heul ar brezegenn bet dalc'het gant Dominig Jolived-Klec'h, danvez kuzulier kanton evit votadeg ar 4 a viz kerzu e Gwengamp.

Goude ar brezegenn ar vanifesterien o deus kanet "Bro gozh ma zadoù" ha chomet int ur frapadig didrouz. Meur a wengampiz o deus bet tro  da welet doareoù mezhus ar galloud gall e Breizh a vir ouzh ar vretoned da skrivañ o istor e giz ma fell dezhe.

 

 

"D’an 11 a viz Du e kustumer gwelet bokedoù glas-gwenn-ruz e-harz bezioù-meur ar soudarded, ma vez bodet kannaded stad C’hall gwisket gant kepioù ha kasketennoù. Ar “marseillaise” a gloz al lidadeg-mañ da veuliñ hor soudarded karadek ha Bro-C’hall, mamm vat, n’he deus ket ankouaet he mibien galonek.

 

Ar brezel-se a voe ur brezel impalaerour ha kapitalour.

 

                  Ur Gall a rank bevañ eviti

 

                  Eviti e rank ur Breizhad mervel (Botrel)

 

200 000 Breizhad lazhet GANT Bro-C’hall ha n’eo ket EVIT Bro-C’hall.

 

Ar miliadoù a anvioù skrivet gant lizherennoù alaouret a weler war bezioù-meur hor c’hêrioù ha kêriadennoù eo arabat dimp o ankouaat. Hor re eo, anvioù hon tud lazhet gant ur brezel na selle ket oute.

 

Devezh an 11 a viz Du breizhek a dle talvezout dimp da gondaoniñ ar brezel gall ha kapitalour-se ha war un dro degas da soñj n’eus ket bet lazhet 200 000 Breizhad evit Bro-C’hall met gant Bro-C’hall. Ha lezel a raimp pelloc’h hon enebourien da implijout hor re varv evit meuliñ Bro-C’hall ?

 

Evidomp-ni Bretoned zo bet eus an trec’h-se 200 000 ac’hanomp bet lazhet war urzh ar gouarnamant gall.

 

Ober harozed anezhe ne goust ket ker pa ne ouient ket perak e rankent kuitaat o familhoù, o bro, da vont da vreinañ e Verdun pe er Somme. Ha kement-se peogwir ne ouie ket an darn vrasañ anezhe tamm Galleg ebet, a-raok mont d’an talbenn !

 

Ar Brezel Bras a voe ivez an dra-mañ. Hon pobl gallekaet. Goude ar brezel e teuas da wir ar pezh na oa ket deuet a-benn c’hoazh kelenn ret Jules Ferry a-raok 14. 14-18 eo ar c’houlz ma voe ar muiañ a vrezhonegerien ha ma krogas o niver da vont war gil. Enoriñ hon tud lazhet gant ar brezel impalaerour, kapitalour ha gall-se  zo komz o yezh, hon yezh, ar Brezhoneg. Komz, lenn, skrivañ, deskiñ ha stourm evit ar Brezhoneg.

 

Hervez youl ar soudarded distroet eus an euzhadeg eo al lid-mañ ul lid nann-milourel, hep unwiskoù hag hep armoù, a-benn enoriñ ar peoc’h. N’eo ket peoc’h ar vandennad faskourien Chirac, Villepin, Sarkozy, diskennidi milourien impalaerour gall hag alamant kiriek da lazhadeg 10 milion a beizanted ha micherourien. Hirie e lazhont ar frankizoù hag e reont brezel d’ar re baour.  "

 

 

 

 

 

Evit Breizh Dazont

 

Dominig JOLIVED

 

           

 

Partager cet article

Repost 0

commentaires

Articles Récents